Gresianeg Tsakonia

Gresianeg Tsakonia pe tsakon(i)eg (gresianeg Τσακωνικά) a zo anv ur rannyezh gresianek a-vremañ, barrek warni 300-2.000 den e Tsakonia e Peloponnez, (Gres).

Peurliesañ e vez renket evel ur rannyezh gresianek met gant tud zo e vez renket an tsakonieg evel ur yezh disheñvel dre ma oa diorroet diwar ar gresianeg dorek tra ma oa diorroet an gresianeg unvan (dhimotiki) diwar ar gresianeg attek.

N'he deus ar yezh statud ofisiel ebet e Gres ha daoust m'eo bet troet lidoù an Iliz ortodoksel e tsakonieg e vez graet al lidoù e gresianeg koine peurliesañ evel e lec'h all.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search